Energiezh nevezadus

Gremmoù adnevezadus eo ar bevdolz, an avel hag an Heol, koulz e Sandesneben (Alamagn) hag e lec'h all
Luc'hskeudenn: Jürgen, eus Sandesneben

Gremm adnevezadus pe energiezh nevezadus[1] pe energiezh adnevesaus[2] a reer eus gremm a zeu eus andonioù a vez aspourvezet gant an natur a-hed buhez mab-den, evel gouloù an Heol, an avel, ar glav, ar mareoù-mor, an tonnoù hag an douarwrez.
Evit kenderc'hañ tredan, tommañ an tiez hag an dour, kas karbedoù a bep doare ha kenderc'hañ gremm e-maez ar rouedadoù ez implijer ar gremmoù adnevezadus.

Er bloavezh 2011 e voe ar gremmoù adnevezadus 19% eus ar bevezadur gremm er bed a-bezh. Ar bevdolz (9,30%) hag an dourdredan (3,78%) eo ar gremmoù adnevezadus pennañ a zo bet arveret. Buan e kresk arver ar gremmoù adnevezadus all er bed evelato.[3]
Un drederenn eus Stadoù ar bed a ra gant hevelep gremmoù evit bastañ da dremen 20% eus o ezhommoù, ha muioc'h-mui a vo en dazont. Ar gremm aerluzel, da skouer, zo o kreskiñ eus 30% bep bloaz : 282,482 MW a dredan a c'halle bout kenderc'het e dibenn ar bloavezh 2012 dre nerzh an avel[4].

Ec'hon eo an tachennoù ma c'haller tapout gremmoù adnevezadus, ar pezh n'eo ket gwir pa gomzer eus an treloskoù kondon, na gaver nemet en un nebeud broioù.
Dre ziorren arver ar gremmoù adnevezadus e teuer asur da gaout trawalc'h a c'hremm bepred, da vihanaat tommadur ar blanedenn ha da zigreskiñ ar c'houstoù[5].

Raktresoù bras zo bet savet evit tapout hag implijout gremmoù adnevezadus, hogen reoù vihanoc'h zo bet aozet evit ar broioù war ziorren hag ar rannvroioù maeziat. Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet e c'hall ar gremmoù adnevezadus pinvidikaat ar broioù paourañ.[6]

  1. TermOfis
  2. Brezhoneg21 - Eil Derez Diwan
  3. Renewables 2011 - Global Status Report (en)
  4. Renewables 2013 - Global Status Report (en)
  5. International Energy Agency (IEA) (en)
  6. Steve Leone (25 Eost 11), U. N. Secretary-General: Renewables Can End Energy Poverty, en Energy World (en)

Developed by StudentB